Yezhadur
Daou jener a zo bet desket deomp, paotr ha plac’h, ha kement all war tachenn ar yezhadur, benel ha gourel. Padal eo liesseurt ha kalz ledanoc’h an identelezhioù jener.
Ar yezh n’eo ket ken stabil ha se a-fet jener ar gerioù kennebeut. Evel ma tiskouez splann Herve Bihan er pennad Hor Yezh niv.282, e weler roudoù c’hoazh eus ar jener neutrel a oa en henvrezhoneg en hor brezhoneg deomp-ni, dre ar c’hemmadurioù “avel vat” pe en araogennoù “tan dezhi !” da skouer. Gallout a rafemp ouzhpennañ ivez ar strollderioù, a zo liesterioù a-raok bezañ unanderennoù benel, hep jener resis neuze (gwez > gwezenn, tomatez > tomatezenn, h.a.).
C’hoant hon eus bet da vont pelloc’h ganti ha da reiñ kinnigoù, erbedadennoù ha skouerioù evit ma vefe ebarzhusoc’h ar brezhoneg d’an dud nann-daouel, anjener pe ur strollad tud disheñvel o jener an eil re eus ar re all. An doareoù-se a gaver e brezhoneg dija, a zo bet krouet ganeomp pe savet gant tud all o doa ezhomm eus ar gerioù-mañ a-raok na vefent skrivet du-war-wenn.
Raganvioù
An trede gour unander (3GU) a gaver er stumm benel ha gourel. Kinnig a reomp doareoù nevez evit an dud nanndaouel :
· ar stumm hieñ zo diazezet war juntañ ar raganvioù hi hag eñ, tennañ a ra d’ar pezh a zo bet graet e galleg (iel) ;
· ar stumm ei a vez implijet ivez, diazezet eo diwar raganv ar c’hembraeg na ra diforc’h ebet en trede gour unander dre skrid. En iwerzhoneg e kaver ar raganvioù nevez-savet siú/iú, evit bezañ diforc’hiet-mat diouzh ar re a gaver dija ha pellaat eus levezon ar saozneg ;
· ar stumm int zo diazezet war al liester, diwar skouer ar saozneg (they). Deomp da c’houzout n’eo ket ar pleg bet tapet e brezhoneg. Menegomp memes tra eo ar stumm kembraek (nhw) hag iwerzhonek (siad/iad) implijet evit an dud nann-daouel.
Ouzhpenn hon eus chañs e brezhoneg gallet ober frazennoù hep menegiñ raganv an dud, dre ma verk ar verb an oberer·ez :
Barrek eo !
Warc’hoazh e tistroio da Vreizh !
N’emañ ket o tebriñ, o c'hortoz ac’hanout emañ.
Taolenn ar raganvioù :
| Raganv gour | Raganv diskouez | Raganv amresis | |
|---|---|---|---|
| elle | hi | homañ / honnezh | eben |
| il | eñ | hemañ / hennezh | egile |
| iel | hieñ | hoemañ / hoennezh | egiben / an hini all |
| ei | heimañ / heinnezh |
Barrek-tre eo hieñ gant an dorloiñ.
Hoemañ a zo o straniñ, egiben zo o labourat start war ar c’heriaoueg !
Anv-gwan perc’hennañ
Gerioù perc’hennañ trede gour unander ar brezhoneg (3GU), n’int ket jeneret end-eeun. Distaget e vezont er memes doare [iː] pe [e], hag er skridoù kozh e kaver, gwechoù zo, ar gourel skrivet gant un h pe ar benel skrivet hep h. Ar c’hemmadurioù az a d’o heul, avat, a ro jener ar berc’hentiezh :
He brozh dezhi (benel)
E vrozh dezhañ (gourel)
O vezañ m’eo epichen an anv-gwan perc’hennañ 3GU e kinnigomp skrivañ anezhañ gant ur pik kreiz evit an dud nanndaouel pe pa n’ouzer ket eus piv zo kaoz, evel-mañ : h·e. Ne cheñcho ket an distagadur boas.
| son (à elle) | he |
| son (à lui) | e |
| saon (à ellui) | h·e |
Araogennoù
Diwar skouer ar raganvioù eo deuet war wel juntadur ar stumm benel -i ha gourel -añ evit an araogennoù, d’ober an termen -iañ. A-fet distagadur en araogennoù e erbedomp pouezañ war ar silabenn diwezhañ, evel ma vez graet evit an araogennoù displeget all : gantiañ > gantiañ [gɑ̃ntjɑ̃].
Evel er raganvioù, -ei zo bet gwelet evit termen an araogennoù ivez.
Diwar skouer ar saozneg e c’haller ober ivez gant al liester ganto, dezho, h.a. Er memes doare hag er raganvioù, n’eo ket ur pleg hon eus bet klevet.
| Da (à) | Gant (avec) | War-lerc’h (après) | |
|---|---|---|---|
| elle | dezhi | ganti | war he lerc’h |
| lui | dezhañ | gantañ | war e lerc’h |
| ellui | dezhiañ | gantiañ | war h·e lerc’h |
| ellui | dezhei | gantei |
Dezhiañ eo an djokstrap-mañ.
Gantiañ emañ ar fraoñvig.
Chomet eo ar staoter-chakod war h·e lerc’h.
Anvioù-gwan niver
Tri niver o deus ur stumm benel ha gourel e brezhoneg, kinnig a reomp ur stumm enlakaus dezho :
| 2 | 3 | 4 | |
|---|---|---|---|
| benel | div | teir | peder |
| gourel | daou | tri | pevar |
| kinnig enlakaus | diaou [ˈdjɔw] | teiri [tɛjri] | pedar [pedɑ:r] |
Drenig ha Mona a zo amourous o-diaou.
Pet e vimp ouzh taol fenoz ? Pedar !
Ar c’hemmadurioù
Ar pezh a ginnigomp zo an erbedadennoù a gavomp ar simplañ d’ober ganto. Degasomp da soñj memes tra eo distag ar c’hemmadurioù penn-da-benn diouzh ur jener pe egile.
Ar c’hemmadur dre vlotaat
An hini implijetañ er yezh eo. Ar muiañ-niver a gemmadurioù a reer e brezhoneg zo dre vlotaat. Gant-se e erbedomp ober gantañ evit ar bras eus an degouezhioù :
· an niver diaou
· an anv-gwan perc’hennañ h·e
Paouez da sachañ war h·e vlev ‘ta !
Diaou c’hoprad·ez a labour amañ. Unan anezho a zo nanndaouel.
Ar c’hemmadur dre c’hwezhañ
An niveroù teir/tri ha peder/pevar a ra gant ar c'hemmadur dre c’hwezhañ. Evit teiri ha pedar e erbedomp chom gant ar c’hemmadur-mañ ivez neuze.
Teiri c’hazetenner·ez zo deuet da’m gwelet.
Ar c’hemmadur kemmesk
Nebeud implijet eo ar c’hemmadur kemmesk. Gant-se e c’hallfe bezañ implijet evit merkañ sklaeroc’h an neutrel, da skouer da c’houde an anv-gwan perc’hennañ pe un anvkadarn goude ar ger-mell.
Laouen eo gant h·e tisk amzerioù.
Kemmadur an anv-kadarn goude ar ger-mell
Erbediñ a reomp ober gant ar c’hemmadur dre vlotaat en unander koulz hag el liester.
Ur vignon·ez din a blij dezhiañ livañ.
Ar vedisin·ezed a selaou re nebeut o c’hlañvourien·ezed.
Stummoù epichen
Anvioù-kadarn en unander
Dre skrid e erbedomp skrivañ ar stumm gourel ha benel liammet dre ur pik kreiz (·) :
Al levraoueger pe al levraouegerez > Al levraoueger·ez
Dre gomz e erbedomp ober un ehan etre ar gourel hag ar benel, kuit da faziañ gant ar stumm benel :
Al levraoueger [ˌlɛvrɔwe:gɛr]
Al levraouegerez [ˌlɛvrɔwege:rɛs]
Al levraoueger·ez [ˌlɛvrɔwe:gɛr.ɛs]
Anvioù-kadarn el liester
Dre skrid e erbedomp skrivañ ar stumm gourel ha benel liammet dre ur pik kreiz pe pep tra stag :
Al levraouegerien pe al levraouegerezed > al levraouegerien·ezed
Al levraoueger pe al levraouegerez > al levraouegerienezed
Dre gomz e erbedomp lakaat ar stumm gourel a-raok ar stumm benel evit gallet pouezañ war an eil silabenn diwezhañ en ur mod natureloc’h. Gallout a reer ivez ober un ehan etre al liester gourel ha benel :
Al levraouegerien [ˌlɛvrɔweger:jɛn]
Al levraouegerezed [ˌlɛvrɔwegere:zɛt]
Al levraouegerien·ezed [ˌlerɔwegerjɛn.e:zɛt]
Al levraouegerienezed [ˌlerɔwegerjɛne:zɛt]
Aliañ a reomp ivez ober pa c’haller gant troiennoù dijener :
Al levraouegerien hag al levraouegerezed > skipailh al levraoueg, al laz-levraoueg
Evit mont pelloc’h ganti e c’hallit mont da deurel ur sell war bajenn Enlak·a ar gevredigezh Toumpi.
Gerioù epichen
| brezhoneg | français | english |
|---|---|---|
| Aotron, Itrou | Menestre, Mondame | Mx. |
| bazh-valan | entremetteur·euse | matchmaker |
| bugel (l. bugale) | enfant(s) | child (children) |
| bugel-den | humain·e | human |
| danvez-pried | fiancé·e | engaged, fiancé |
| den (l. tud) | personne(s) | person (people) |
| dogan | cocu·e | cuckhold |
| dousig | chéri·e | honey, sweetie |
| ezel (l. izili) | membre(s) | member(s) |
| fulenn | BG (belle·au gosse) | hottie |
| holl (an) | tous·tes | everyone |
| karedig | amour (mon) | love (my) |
| labousig | poussin | sweetie |
| mapaeron | marrain | auncle |
| neb | quiconque | anyone, whoever |
| nen | humain·e | someone |
| nes | proche | kin, relative |
| pamaeronez | parraine | auncle |
| pratik | client·e | customer |
| pried | conjoint·e | spouse |
| serc'h | concubin·e | concubine |
Anvioù-bihan epichen
Gwir ho peus da implijout anvioù-bihan a vez roet d’ur plac’h pe d’ur paotr evit ur jener all evel-just. Daoust da se e kaver e brezhoneg anvioù a vez implijet ez-naturel evit an holl. Ha diwar levezon ar galleg zo deuet lod all da vezañ epichen ivez.
Sed amañ un darn eus an anvioù epichen a c’haller kavout en hor yezh :
Aodren, Aouregan, Aourell, Arwen, Avel, Awel, Awen, Aza, Bili, Derc'hen, Derwell, Dominig, Drenig (Aodren), Envel, Flammenn, Gael, Gwenn, Gwennael, Gwennan, Gwennin, Gwern, Ivi, Jili, Klaoda / Glaoda, Koulm, Kristen, Laorañs, Laouenan, Maden(n), Mael, Maolen(n), Melen, Mona, Morgan, Mouar, Nezig, Servan, Solen(n)
Plac’hed, merc’hed, maouezed
Profitañ a reomp eus al levrig-mañ evit rannañ ganeoc’h ur preder hon eus bet war ar mod ma c'haller envel ar plac’hed e brezhoneg.
Ur reolenn a vez desket deomp : merc’hed eo liester ar ger plac’h. Daoust ma c'haller anavezout ivez stummoù rannyezhel all da lavaret kement-mañ evel-just. Pa vez kaoz eus maouezed dre vras e lenner, lavarer ha klever gwall alies ar ger merc’hed hag an dro-lavar « Gwirioù ar Merc’hed » da skouer. Ober a reer padal an diforc’h e brezhoneg etre jeune fille da lâret eo plac’h yaouank ha fille de, dre liamm familh, a zo kement ha merc’h. E saozneg ivez e reer an diforc’h etre girl ha daughter. E galleg n’eus nemet ar gerioù fille ha femme (Ar ger épouse zo ivez met ne vez ket gwall implijet, ober a reer gant an dro-lavar « mari et femme » da skouer.). Gant ar ger merc’h, en unander, e tremenfed eus « bugel unan bennak », merc’h, da merc’hed, les filles de quelqu’un, el liester. Tremen a rafemp neuze eus perc’henntiezh hon tud, en ur mod, da berc’henntiezh ar wazed el liester.
Pinvidikoc’h eo ar brezhoneg eget ar galleg avat ! N’eus ken nemet digeriñ geriadur an Here, mont da lec’hienn Devri pe kartennoù an Atlas linguistique de Basse-Bretagne (ALBB), evit kompren e veze hag ez eus c’hoazh eus al liester boas -ed da plac’h gant ar muiañ-niver.
Ur plac’h > plac’hed eta (pe plac’hezed, er memes mod ha c’hoar > c’hoarezed).
Evel-just e lavaro lod e vez graet gant merc’h ha merc’hed evit daou stumm fille e korn-bro-mañ-korn-bro, met n’eo ket komz eus an nemedennoù, ha pa vefent ledan, ar pal amañ.
Kentoc’h lavaret omp bet flipet, touellet da grediñ ne oamp nemet perc’henntiezh unan bennak pa oamp ur stroll. Setu ober gant an droienn « Gwirioù ar Merc’hed » e brezhoneg a vefe neuze ober « droits des filles de » eus an droienn, ar pezh ne zere ket.
Setu perak e kav deomp gwelloc’h ober gant ar ger plac’h pe c’hoazh maouez. Liammet eo orin ar ger-mañ gant ar ger mao en defe roet ivez meur.
E brezhoneg ez eus daou c’her evit lavaret femme : maouez ha gwreg ; an daou o vezañ testeniekaet er memes mod dibaoe pell. Met n’eus nemet ur ger e galleg : femme. Gwelet a reer war ar gartenn ez eus un implij eus gwreg koulz ha maouez evit femme mariée e 1927 [kartenn 3]. Marteze ne oa bet savet nemet ar goulenn e liamm gant femme mariée, pe e oa anat e deroù an XXvet kantved e oa femme par da femme mariée. En Nouvel Atlas Linguistique de Basse-Bretagne, un 60 vloaz bennak goude an ALBB e oa bet savet ar goulenn en-dro : « penaos lavaret ma femme ? » hag ouzhpennet ar goulenn « penaos lavaret une femme ? ». Aze e verzer zo c’hoazh eus implij maouez ha gwreg evit lâret ma femme, met en ur mod splann e weler ne vez implijet kazi nemet maouez pe plac’h evit lâret une femme. Setu e vefe reishoc’h ober gant ar ger maouez evit treiñ femme en ur mod ledan, pe plac’h zoken.
Peadra da dreiñ gwelloc’h neuze, ha da cheñch hor boazioù ha lavaret ar maouezed ha/pe ar plac’hed muioc’h eget ar merc’hed.
Ur ger dibar hon eus e brezhoneg (koulz hag e saozneg) ha n’eus ket outi e galleg : plac’h. Greomp ganti eta !
| brezhoneg | saozneg | galleg |
|---|---|---|
| merc'h | daughter | fille |
| plac'h | girl | fille |
| maouez | woman | femme |
| gwreg | wife | femme |
Kinnig a reomp deoc’h neuze ober da skouer gant « Merc’hed ar sorserezed n’ho peus ket gallet deviñ omp ». Met « Deiz etrebroadel Gwirioù ha stourmoù ar Plac’hed (pe ar Maouezed) hag ar Minorelezhioù Jener ».


